Les Actualités ...

Istor diechu an trevadenniñ Kanaki gant ar c'hallaoued par Envel Antraoù - Heul...

Publiée le 04 décembre 2018

Nikel ha Mor

Mennerezh Bro C'hall da chom e Kaledonia Nevez a zo dalc'het gant interestoù ekonomikel met ivez gant c'hoarioù geostrategek.

An nikel : 20% eus miradoù ar bed a vefe war an enezenn ha 7,5 milion a donnenn a gailhenn-nikel a vez tennet eus an douar bep bloaz .

Ar mor: Gant ur gorread a 18500km² e c'hell ar C'haledonia Nevez kaout ur gorread a 1 740 000 km² a Takak Ekonomikel Unwerzh ( Zone Economique Exclusive). Er mor tro-dro e kaver barregezhioù pesketa pouezus (toñs, morvlokenned, chifretez,..). Sanset e vefe ivez e foñs ar mor metaloù ral ( kobalt, manganez, e stumm noduloù).

Ar pezh a zo eo ivez an tachad Azia- Meurvor Habask un dachenn a enebiezh kenetre Sina hag ar Stadoù Unanet. Setu perak e vez broudet ha harpet Bro c'hall gant stadoù ar c'huzh-heol ( USA, Ostralia, Zeland Nevez) da chom ur "vro eus Meurvor Habask" daoust d'an diaesamantoù a chom kenetreze ( Rainbow Warrior, aeseioù nukleel, ...)

"Top 84"

Daoust d'an diaesamantoù-mañ, gant plegennoù dilañsus, e voe adkroget gant ar stourm kreñv evit an dizalc'hiezh er bloavezhioù 1970. Adal 1969 e voe savet ur strollad yaouankiz anvet Ar Mouchoueroù Ruz o stourm evit an dizalc'hiezh; hag e 1971 e voe krouet Strollad 1878 oc'h ober dave d'an emsavadeg meur ar c'hantved diwezhañ . An daou strollad-mañ en em deuz evit krouiñ en un doare fraezh ha sklaer kentañ strollad dizalc'hour , ar PALIKA ( Parti Liberation Kanak). E 1974 e voe krouet an UPM ( Union Progressiste Multiraciale) o stourm ivez evit an dizalc'hiezh hag e voe kemmet hec'h anv e 1977 evit dont da vezañ Union Progressiste Mélanésienne. Ar bloaz-se ivez ar strollad Union Calédonienne ( bet krouet e 1956) a embann an arc'hadur dizalc'hour hag e voe krouet ivez ar FULK ( Talbenn Unvan Dieubidigezh Kanaki) . E 1979 e voe tro ar strollad sokialour kaledonian (PSC) da vont gant ar memes arc'hadur...

E 1984, an holl strolladoù-mañ en em deuz er memes aozadur an FLNKS, ar sindikad dizalc'hour USTKE ( union syndicale des Travailleurs Kanak et des Exploites) krouet e 1981 a yeas davet an FLNKS kerkent ha krouet.

 

Pouezus kaer eo ober meneg eus ar bloavezhioù-se , liesseurtegezh ar strolladoù o vont gant an dizalc'hiezh , o haeriñ o hevelpred, o vont gant hent an dizalc'hiez Kanak. Diouzh un tu ar re wenn barrek da beveziñ muioc'h ha muioc'h bepred , tiez, skolioù, kirri-tan, ... Diouzh an tu all ar re zu , dilabour, hep dour-red, tredan ebet, re nebeut a zouar, skol ebet .... Da skouer sifroù ofisiel e 1983 gant ar CNASEA ( Caisse Nazionale d'Aménagement des Structures des Exploitations Agricoles) : 165 000 hekt a zouar evit 30000 kanak , 350 000 hekt evit 2035 trevadenner gall...

Er memes mare e weler degouezhout war an enezenn enbroidi nevez o tont eus Bro c'hall, hag ar moustrerezh a-enep stourmerien er strolladoù peoc'hus o tont da vezañ taer ha taeroc'h c'hoazh, met ivez en inizi tro-dro pobloù o gounit en-dro o frankiz : Samoa ar C'hornog e 1962, Noru e 1968, Tonga ha Fidji e 1970, Papouazi e 1975, Tuvalu hag Inizi Salomon e 1978, Kiribati e 1979 , ar Vanuatu 1980...

 

E-barzh e soñj enebiñ ouzh ar strolladoù dizalc'hour, ouzh ar menozioù a vroadelouriezh er bobl ganak, ez eas gouarnamant Giscard d 'Estaing gant deskemmadurioù a bep-seurt. E 1976 e voe raktres Stirn sañset reiñ muioc'h a emrenerezh d'an enezenn. E 1979, e vo embannet gant ar gouarnamant gall ur raktres a hir-dermen evit un diorenn ekonomikel ha sokial evit ar C'haledonia Nevez. Nac'het e voe gant ar strolladoù dizalc'hour hag e vo divizet gante mont en darempred gant Poellgorr an Didrevadenniñ en ONU . Mont a refont e darempred ivez gant strolladoù gall PCF ha PS hag e vo sinet kenetreze un diskleriadur evit ar gwir da emsavelañ e Kaledonia Nevez. Ur wech aet e penn d'ar Stad C'hall, e 1981, e vo , anat eo, ankounac'het an emglev gant Mitterand hag e vignoned an tu kleiz!

 

War an enezenn, e vo divizet gant an drevadennourien c'hoari ur strategiezh tennderus: Drouklazhadenn Pierre Declercq, e penn an Unvaniezh Kaledonian e 1981. E-pad pevar bloaz e vo manifestadegoù gant an trevadennerien, manifestagoù all gant ar ganaked, serret hentoù zo, sit-inoù, gouzalc'hioù... Hep ne vefe taolet pled oute gant ar gouarnamant Mitterand. A-benn ar fin , e 1984, e vo kinniget ur raktres , unan ouzhpenn, anvet Lemoine, evit ur statud nevez evit an enezenn. Hemañ da vezañ gwiriekaet dre votadeg. Nac'het e voe gant an FLNSK nevez krouet ha divizet gante ur boykot oberiant a-enep ar votadeg, divizet ivez ar pal "Top 84", da lavarout an dizalc'hiezh evit fin ar bloavezh 1984.

Ar boykot oberiant a raio berzh: Serret e vo degadoù a hent, distrujet ur pod-mouezhiañ e ti-kêr Kanala gant Eloi Machoro, ... Ar votadeg a voe hep ar ganaked! Daoust d'ar moustrerezh trevadennel taer (Toullbac'het degadoù a stourmer kanak) e kendalc'h ar c'habalerezh evit an Top 84. Bremañ e vez goulennet ivez leuskel da vont ar stourmerien lakaet en toull: Gouzalc'het e vo tiez-kêr Hienghene, Lifou, Ponerihouenn ha Poya e miz du 1984, Gouzalc'het e vo archedi Thio hag Ouvea, serret hentoù Thio, balc'het e vo isprefed ar ripiblik eus inizi Loyaute...D'an deiz kentañ a viz Kerzu e vo staliet gouarnamant Kanaki gant an FLNKS dirak kazetennerien ar bed a-bezh....Ha savet e vo o banniel.

 

 


Voir toutes les actualités



Suivez nous sur Facebook

Retrouvez nous sur facebookSuivez-Nous sur la page Facebook de l'Avenir de la Bretagne et invitez vos amis.

Cliquez ici

Partagez cette page

Partagez cette page par mail ou sur les sur les réseaux sociaux et faites découvrir l'Avenir de la Bretagne

L'Avenir de la Bretagne

Breizh da Zont - L'Avenir de la Bretagne
Evit Breizh dizalc’h en Europa ar pobloù
Pour une Bretagne libre dans l’Europe des peuples.

 

Revue bimestrielle

  

Abonnez-vous - Contactez-Nous

 
- Mentions Légales - Flux RSS - Site web réalisé par PDS