Kevrin ha marvailhoù

gant Alan Brenn, ETA Hoffmann, Boccaccio, Aber embannadurioù, 111 pajenn, 11€

 

 Kevrin ha marvailhoù

 Diwar skridoù Hoffmann ha Boccaccio eo bet aozet e brezhoneg An Tasmant Dimezet ha pemp marvailh all bet tennet eus an Dekamerone. Ar marv evit Breizh a zo deroù ur romant na voe morse kaset da benn, gant Alan Brenn, alias Roparz Hemon a sinas gant an anv pluenn-se an testennoù.

Ur veaj en amzer (14vet kantved, dibenn an 18vet, 19vet), ur gantreadenn dre Europa (Tuskana m'emañ ar vosenn vras o reuzhiañ, Breizh da vare an Dispac'h Gall, Alamagn romantel) ; spont ha faltazi, godiserezh hag orged, from ar stourm dirgel, sed a ginnig Kevrin ha Marvailhoù, m'hen deus Alan Brenn prestet e bluenn da Hoffmann, Boccaccio ha... Roparz Hemon e-unan !

Ar skridoù-se a voe bet embannet evit ar wezh kentañ, war g/Walarn er bloavezhioù 1930-31-32, a zo adroet dimp, dre c'hras, ur wezh ouzhpenn, da b/Pierrette Kermoal, en o zouez un nebeud re eus perlezennoù priziusañ hengoun lennegel ha sevenadurel Europa, adalek an Azginivelezh betek hiziv ha bet lakaet da advevañ evidomp en hor yezh. Ur frealz hag un dudi !

Yann Duchet

 



Abonnez vous pour recevoir les 6 prochains Numéros de l'Avenir de la Bretagne et soutenir la revue

Suivez nous sur Facebook

Retrouvez nous sur facebookSuivez-Nous sur la page Facebook de l'Avenir de la Bretagne et invitez vos amis.

Cliquez ici

Partagez cette page

Partagez cette page par mail ou sur les sur les réseaux sociaux et faites découvrir l'Avenir de la Bretagne

L'Avenir de la Bretagne

Breizh da Zont - L'Avenir de la Bretagne
Evit Breizh dizalc’h en Europa ar pobloù
Pour une Bretagne libre dans l’Europe des peuples.

 

Revue bimestrielle

  

Abonnez-vous - Contactez-Nous

 
- Mentions Légales - Flux RSS - Site web réalisé par PDS