Politikerezh an diskelaouiñ en Ukraina

gant Fañch Kerrain

Ar wech diwezhañ em boa gouestlet ur pennad d’an diskelaouiñ e Breizh. Gouzout a rit moarvat penaos ar meizad-se a zo bet danzeet da vare an Unvaniezh Soviedel ha lakaet da dalvezout en un doare efedus gant frammoù ar polis politikel. Daoust ma n’en em gaver ket ken en « Oadvezh Aour » renad Staline, anat eo ez eus kalz a hirnez d’ar prantad klodus-se e spered ar re a zo bremañ o ren, ha n’eo ket hep rezon ma implijont hiziv an deiz ar ger« Novorossia », eleze ar Rusia nevez, evit komz eus an tachennadoù douar aloubet ganto abaoe m’o deus gallet lakaat o c’hrabanoù war G/Krime. Un impalaerezh nevez eo a fell dezho adsevel, ha setu perak ec’h arveront adarre kalvezderioù an diskelouiñ. Graomp eta un taol-sell buan ha buan war ar c’halvezderioù-se bet goveliet gant o zadoù-kozh hag implijet ken mat gant ar Riez santel a anavezomp.

Kalvezderioù an diskelaouiñ en Ukraina

Arguzenn gentañ : Kornogiz a zo drek ar cholori a c’hoarvez eno.

Adalek m’en deus ²hastet buan ar Prezidant Ianoukovitch sachañ e skasoù gantañ ha mont da Rusia da guzhat, hag eñ rediet gant ar vanifesterion da dec’hel kuit ar buanañ ar gwellañ, diouzhtu goude en deus tamallet ar Stad rusiat d’an Amerikaned hag da Gornogiz bezañ pennkaoz d’ar reuz bras-se. E derou miz C’hwevrer diwezhañ , en doa rebechet unan eus kuzulierion Poutin d’an Amerikaned bezañ finañset, armet, ha zoken embreget an « dispac’herion ukrainat » e diabarzh kannati ar Stadoù-Unanet !
Ret eo anzav avat, ez eus ur gudenn gant Ukraina abaoe m’he deus gounezet an dieubidigezh. Evel m’hon eus bet tu da lenn war ar c’hazetennoù, ledan eo an touflez ideologel etre kevrenn gornôg ar vro ha kevrenn ar Reter. Bewech ma’z eus bet mouezhiadegoù, ez eus bet merzhet an dra-se. Al lodenn eus ar vro en em gav e Reter ar vro a zo, en abeg d’hec’h istor, tost ouzh Rusia, tra ma’z eo dedennet al lodenn all gant Europa. Rak-se, ur wech diskaret Ianoukovitch, ez eo en em gavet gwall nec’het Poutin, aon gantañ da goll e levezon war ar vro-se, bet a-viskoazh dindan gazel-ge gant Rusia. Ret e oa dezhañ koustet a gousto mirout e veli war ar c’hevredad-se, dreist-holl pa zisklêrie pennoù-bras Unvaniezh Europa bezañ mennet da vountañ en o frammadur ar vro nevez-digabestret. Setu eta an arvez kentañ eus an diskelaouiñ arveret gant paotred ar C’hremlin :
ober d’o c’henvroiz krediñ ez eo an Amerikaned hag o c’henseurted europat a gement o deus itriket ar gwalleur a zo kouezhet warno, pa’z eo c’hoarvezet taol-strap Maïdan

la suite à lire dans la version papier



Abonnez vous pour recevoir les 6 prochains Numéros de l'Avenir de la Bretagne et soutenir la revue

Suivez nous sur Facebook

Retrouvez nous sur facebookSuivez-Nous sur la page Facebook de l'Avenir de la Bretagne et invitez vos amis.

Cliquez ici

Partagez cette page

Partagez cette page par mail ou sur les sur les réseaux sociaux et faites découvrir l'Avenir de la Bretagne

L'Avenir de la Bretagne

Breizh da Zont - L'Avenir de la Bretagne
Evit Breizh dizalc’h en Europa ar pobloù
Pour une Bretagne libre dans l’Europe des peuples.

 

Revue bimestrielle

  

Abonnez-vous - Contactez-Nous

 
- Mentions Légales - Flux RSS - Site web réalisé par PDS