Evit Breizh dizalc’h en Europa ar pobloù
Pour une Bretagne libre dans l’Europe des peuples
Evel ma ouzoc'h unan eus ar goulennoù pouesañ ar jupennoù melen a zo anveet ganto « RIC »(1), da laret eo rein d'ar boblañs an tu da vezañ goulennet ganti he ali war an danvez-man an danvez-se. Gaver seurt benveg e broioù estren evel Bro Italia, Kalifornia er Stadoù Unanet pe Bro Suiss. N'eus ket pell'zo Richard Ferrand en deus disklaeriet e zisfi diwarbenn ar « RIC » peogwir e vije implijet n'eus forzh penaos e Bro Suiss hervezañ. Respontet eo bet dezhañ gant ur c'helenner skol Veur Jeneva Ferrand a oa ur wir azen abalamour n'en devoa anaoudegezh 'bet diwarbenn al lezennoù hag ar stummoù goarnamant e Bro Suiss. Jean François Billeter* eo ar c'helenner-se ha n'eo ket un innosant. Kelenner war ar yezh sinek, prederour ha skrivagner ampart. Hennezh en deus skrevet ul levrig anvet « Europa warc'hoaz »*.
Bar levrig berr se, diskouez a ra perag ez eus kemendt a jolori en Europa an amzer-vreman. Hervezañ an abeg a zo eeun : An Europeiz o deus un ec'honder marc'hadourel e-eun, ur moneiz kumun met hep kaout ur wir goarnamant. N'o deus ket ar memes reolennoù evit ar vuhez ekonomikel hag an tailhoù. Ur genvadeg a zo etrezo evit sach deus e zu. Ar sistem n'eo ket tamm 'bet demokratel. An diskoulm n'hall ket bezañ met un Europa sichennet war ar bobloù ha rannvroioù gwerinel lec'h gaver ar wir riegezh an dud. A-fas pikol stadoù a weler o kreskiñ o galloud bemdez evel Kina, India hag ar Stadoù Unanet n'eus met un dra da ober : kempenn ur stad Europeel kreñv ha demokratek.
E wirionez seurt mennozioù a zeu diwar al labourioù ur skolveurez almañtek Ulrike Guérot bet displeget bar he levr « Warum Europa eine Republik werden muss ». Evidomp ni, Bretoned, adkavomp amañ ar mennozioù 'bet displeget gant hor c'henvroad Yann Fouere en e levr « L'Europe aux cent drapeaux ».
E miz mae e vo votet adarre evit divizout peseurt Europa a fell dimp kempenn. Ar Prezidant Makron a fell dezhan lakaat ac'hanomp da grediñ hor joej a vo nemet etre stadoù badeet gantañ « demokratek » hag re renet gant « aotrouniezh nann demokratek ». Da laret eo ar « re vat deus un tu » hag « ar re euzhus » deus an tu all. Fell a ra dezhañ derc'hel da vont gant un Europa sichennet war ar Stadoù. E c'heller respont dezhañ ar stad gall a zo renet gant ur vonreizh** mestronius hag hollgalloudus ken-ahe. Evidomp ni Bretoned, evit ar Skosiz, ar C'hembreiz ,ar C'hatalaniz ha meur a bobloù all, un Europa krenv ha demokratek n'a hello met bout sichennet war he roedoù orin, da laret war ar frankiz ha dibaboù he minorelezhioù broadel.
(1) Ger-goulenn.
*Jean François Billeter « Demain l'Europe ».Editions Allia 6,20 €
**Ghislaine Ottenheimer « Poison présidentiel ».Albin Michel 19 €
Breizh da Zont - L'Avenir de la Bretagne
Evit Breizh dizalc’h en Europa ar pobloù
Pour une Bretagne libre dans l’Europe des peuples.
Revue bimestrielle