Evit Breizh dizalc’h en Europa ar pobloù
Pour une Bretagne libre dans l’Europe des peuples
Bevennadur ar frankiz-eztaoliñ
gant Fañch Kerrain
Kalz a bilbouzerezh a verzher er mare-mañ e prezegennoù ar bolitikourion a-vicher a-zivout ar frankiz-eztaoliñ. Pa soñjer pegen diaes eo d’ar re a zifenn gwirioù Breizh skignañ o mennozhioù, pa soñjer pegement e rankont bezañ war evezh pa skrivont un dra bennak a-enep o enebourion -kounaomp penaos ez eo bet diskaret Breizh Info gant Aotrounez Pariz-, e kaver iskiz a-walc’h ouzh o c’hlevout o tifenn penn-kil-ha-troad frankiz-eztaoliñ « Charlie Hebdo ». Ha ne dalvez ket ar boan din degas da soñj eus kudenn al Liger-Atlantel, mennet ma’z eo ar gouarnamant da gas da benn e vennad, koustet a gousto, hep na c’hellfed arguziñ a-enep d’e zibaboù war gement benveg-kelaouiñ a zo ! E berr gomzoù, betek-hen, din da c’houzout, e Bro-C’hall, ar frankiz-eztaoliñ, ken kanmeulet d’ar mare-mañ, a dalvez evit ar re a zo a-du gant ar Reizhad, eleze ar re a zo « politically correct ». Ar re all a zo tonket dezho serriñ o genou, pe neuze e tamanto d’o lêr !
la suite à lire dans l'édition papier
Breizh da Zont - L'Avenir de la Bretagne
Evit Breizh dizalc’h en Europa ar pobloù
Pour une Bretagne libre dans l’Europe des peuples.
Revue bimestrielle