Evit Breizh dizalc’h en Europa ar pobloù
Pour une Bretagne libre dans l’Europe des peuples
Pep hini ac'hanomp a zo bet feuket-spontus ha fuloret-ruz gant an dro-widre bet c'hoarvezet, nevez 'zo, d'al lezenn Molac, bet mouezhiet gant an darn vrasañ eus kannidi Bodadenn Vroadel Bro-C'hall, ha bet muturniet en askont d'un nebeud tud anvet e gaou «ar re fur» hag a dlefe kentoc'h bout «ar re sot», hag int kozh tudigoù kabac'h, na ouzont tra ebet war dodenn ar yezhoù «rannvroel» ha nebeutoc'h c'hoazh war hini an divyezhegezh wirion, gallegerion unyezhek touet ha tort ma 'z int, hag a lakaont beg o fri en aferioù na sellont ket outo, e mod ebet: penaos desevel, hag e peseurt yezh(où), bugale Breizh, Euskadi, Elsaß, Okitania pe Flandrez !!! Penaos skrivañ anvioù «hor» bugale vihan, penaos komz outo !!! Mezh war ar Riez C'hall. Mezh warnomp ivez !
Padal e oa sklaer an traoù, war a hañvale : 247 mouezh a-du, 76 a-enep al lezenn bet aozet ha kinniget gant kannad ar Morbihan, Paol Molac, ha bet prientet abaoe krouidigezh skolioù ha pedagogiezh DIWAN e 1977, gant berzh bras ha daoust d'an diaesterioù diniver war an hent. Divizet eo bet ar c'hontrol gant Kuzul Bonreizhel ar Republik C'hall... ne oa ket ar wezh kentañ avat. Dav 'vije bet dimp bout war evezh memes-tra ha chom hep huñvreal... ur wezh ouzhpenn. Adalek raktresoù, goulennadegoù, kinnigoù hag azpedadennoù liesseurt bet kaset d'ar gouarnamant gant ur mor a Vreizhiz abaoe an Ao. Markiz an Estourbeillon e deroù an XXvet kantved, en ur dremen dre «Ar brezhoneg er skol» gant Yann Fouéré, a-raok ar brezel diwezhañ, hep kontañ trouioù-kamm an aotrounez Jospin ha Chirac da vare gwiriekadur Karta Europat ar Yezhoù Minorelaet. Ha ned eo ket ar gefridi bet fiziet e Yannick Kerlogot a cheñcho penn d'ar vazh.
Gant ar vezh ! Neuze, petra ober ? Klask kemmañ mellad daou Bonreizh Bro-C'hall, ne oa, tebet, nemet a-enep beli ar saozneg ? Penaos ? Pegoulz ? Gant piv ? Piv en do -e-touez ar bolitikourion e Pariz, e-touesk ar pennoù-bras e Breizh, hag-int sujet da strolladoù gall- ar youl da vont pelloc'h ganti, da lâret eo, da rediañ ar Stad C'hall da derriñ he lezenn-sakr: «Ar galleg eo yezh ar Republik» ? Piv an diaoul a vo galloudek ha kalonek a-walc'h ?
Trawalc'h gant sujidigezh hegredik tud an Emsav. Trawalc'h gant an dinac'hoù a werinelezh (demokratelezh) ha gevier hor renerion, hag o fennrener peurgetket, an Ao. Macron, a vije sañset a-du gant ar yezhoù rannvroel! Trawalc'h gant rogentez ha balc'hder ar Riez a redi ar stadoù all, en diavaez, d'ober pezh ne ra ket hec'h-unan e-diabarzh he harzoù : doujañ gwirioù yezhel, sevenadurel ha politikel ar pobloù, ar c'henelioù. Ha honnezh o krediñ reiñ kentelioù tro-war-dro ouzhpenn da-se. Evel m'hen disklerie un den-meur a anaveze mat-kenañ doareoù ar C'hallaoued, trevadennerion douet anezho, Leopold Sedar Senghor : «La France a réussi à faire passer son nationalisme pour de l'universalisme.» Trawalc'h, a-benn ar fin, gant digasted, dianaoudegezh pe glemmichadennoù ha pilpouzerezh ar Vretoned, pa 'z eus amañ keloù a gounnar-ruz.
Petra ober neuze, emit-hu ? Nac'h sentiñ ouzh al lezennoù direizh : bevet ar «Fañch(ed)» nevez-c'hanet, bevet ar soubidigezh en hor yezh(où) pa fell da gerent o bugale. Ni hon-unan evidomp-ni hon-unan, evit hon diskennidi, evit eñvor hag enor hor pobl ! Ha c'hoazh, ledanaat tachenn ar stourm. Sachañ evezh ha dougen klemm dirak Lez Europat ar Reizhder, dirak Lez Gwirioù Mab-Den pe hini ar C'henelioù, ma 'z eus diouti. Nac'h sentiñ ouzh lezennoù brein Pariz, seveniñ hon dazont ni hon-unan, pa vez nac'het gant an trevadenner, ha gouzout kas Unavaniezh Europa, ha hi feal d'he c'hêr-stur «Unvan el liested» da rediañ Republik Bro-C'hall da blegañ dirak Gwirioù ar Pobloù Bihan, evel e Hungaria, e Roumania pe e Serbia, hepmuiken met a-grenn. Stourmomp dreist-holl a-benn ma vo roet un Dezvad arbennik da Vodadenn Vreizh da zont, unvan ha klok, hag atebegezh war he folitikerezh deskadurel ha yezhel, evel m'hen kinnig listenn Strollad Breizh da vare dilennadegoù hor Rannbarzh. Dimp da c'houzout petra a fell dimp kaout, penaos stourm en un doare efedus, hep gortoz tra ebet digant galloud Pariz. Mod-all e vo roet bepred an hevelep respont d'hor goulennoù: «Ce n'est pas tellement à l'ordre du jour.» (J. Gouraud, maodiernez ar merañ-tiriadoù da bPaol Molac, a-zivout «kudenn» Liger-Atlantel e Breizh).
Breizh da Zont - L'Avenir de la Bretagne
Evit Breizh dizalc’h en Europa ar pobloù
Pour une Bretagne libre dans l’Europe des peuples.
Revue bimestrielle