Evit Breizh dizalc’h en Europa ar pobloù
Pour une Bretagne libre dans l’Europe des peuples
Goude bezañ embannet kentañ geriadur hollvrezhoneg e 1995 en ti-embann An Here hag ar geriadur galleg-brezhoneg e ti Palantines e 2012, geriadurioù kevadegel anezhe da lavarout eo eus an amzer a-vremañ, en devoa staget Martial Menard gant ur geriadur treadegel : Devri da anv. Seizh ha tregont bloaz a labour renabliñ, urzhiañ, kempouezañ, o vont gant an hent boulc'het gant Roparz Hemon en e C'heriadur Istorel ar Brezhoneg. Al Labour ramzel-mañ o renabliñ ouzhpenn 60 000 ger eus an 11vet kanved betek an deiz-a-hirie a zo bremañ enlinenn. Savet diwar e vizoù, emren ha dizalc'h evel ma blije dezhañ e meur a geñver, e kinnig Martial Ménard deomp ha d'ar re a zeuio war hol lec'h ul load aes da implijout, eeun ha c'hwelaozek. Awalc'h eo dibab al lizherenn gentañ ar ger e vezer o klask hag en em gaver fonnus gant ar fichenn gouestlet. El lizherenn B e kavomp ar ger Bro, un fichenn gant 20 daveenn, eus 1499 er C'hatolicon betek rollenn "Kannad ar Galon Sakr (1951) en ur dremen dre vMister Santez Barba (1557) Buhezioù ar Sent Morvan pe bPerrot, geriadur E. Ernault... ha me oar... da bep hini da embann ar bajennad hervez e c'hoant...
Ur rann all eus al load a denn d'ur geriadur krenn-vrezhoneg (1100-1650) (enklask e brezhoneg) gouestlet kentoc'h d'an enklaskerien ha d'ar studierien... A drugarez da labour ur vuhez, Martial Menard a ginnig deomp ur benveg arnevez, ur geriadur a vo implijet e pad pell amzer c'hoazh... e lignez a-berzh c'heriaouegerien-meur hor bro : Gregor Rostren, Ar Gonideg, Fransez Vallee ha Roparz Hemon. Aet d'an anaon, anv Martial Menard a zo a-viskoazh kenstag ouzh Enor Hor Bro.
Partial Ménard
(photo Maryvonne Cadiou ABP)
Françoise le Barazer
Breizh da Zont - L'Avenir de la Bretagne
Evit Breizh dizalc’h en Europa ar pobloù
Pour une Bretagne libre dans l’Europe des peuples.
Revue bimestrielle