Evit Breizh dizalc’h en Europa ar pobloù
Pour une Bretagne libre dans l’Europe des peuples
gant AFB-EKB
Er Vro-ni, evel gouveet gant pephini ac'hanomp, gaver 'pad an hanv miriadoù gouelioù a bepseurt, sanset da leuniañ an deizioù hag nozvezhioù hon douristed karet. Joaj 'zo forzh pegement : gouelioù "keltiek" eveljust gwriennet abaoe dekvedoù evel ar Festival Kernev kostez Kemper pe hini ar Roedoù glaz e Konkerne pe ar Sant Lou c'hoaz e Gwengamp hep ankouaat Pardon ar Baol er Vro-wennrann hag al liesseurted o danvez a deu da vezañ niverusoc'h niverusañ pep bloaz.
Lod anezho gant kalz a jolori evel an hini Santez Anna a Vro-Wened o veskiñ pennoù-bras ar relijion, tud munut o jom feal ouzh feiz o hendadoù ha kargadoù touristed bamet gant oc'h ober selfied. E-tal kichen gaver ar Pardonioù diniverus o tastum tud ar parrez pe zoken un neubeud amizeien hag en em gav en un draonienn kollet bennaket pe war ur mane brudet lec'h vez meneget ha meuleudet ur Sant damankoeet 'vel Sant Dourien, Sant Abibon pe Sant Goal pe Sant-me-oar. Kloc'h tour an Iliz a zon, kanet 'vez tamm-pe-damm Kan ar Sant, un pe daou poupig ganet en harlu vint badeet d'ar c'houlz-man hag en endervez é-vezont leuniet ar c'horzaillennoù har ar c'hoffoù ha skubet tout ar stal gant jistr ha gwin. Fin an deiz e vez laosket ar Sant e-barzh e chapel digenvez adarre e-pad ur vloavezh. Neubeutoc'h neubeutañ e teuont seurt pardonioù dister-se da jom a-sav abalamour gaver neubeutoc'h neubeutan a menajerien war ar maez gouest da derc'hel da soursiañ gant aozadur deiz ar Pardon. An dud a-vreman, evel ma ouier, a zo muioc'h techet da zibuniñ war ar marc'hajoù-bio pe marc'hajoù-huenen e gaver bep sul aman hag ahont ! An disgristenadur a zo kaoz, ar "Feiz hon tadoù kozh" a zo rein plads d' ar relijion nevez-se, neketa !
an gendalc'h er gazetenn papel
Breizh da Zont - L'Avenir de la Bretagne
Evit Breizh dizalc’h en Europa ar pobloù
Pour une Bretagne libre dans l’Europe des peuples.
Revue bimestrielle