Evit Breizh dizalc’h en Europa ar pobloù
Pour une Bretagne libre dans l’Europe des peuples
Enoriñ "an Tadoù ar Republik Iwerzhonat"
Etre ar 27ed aviz Ebrel hag an 3ed a viz Meurzh, an Iwerzhoniz o deus lidet an emsavadenn hag a zo bet ar seblant kentañ emrenerezh Iwerzhon. Ar gouelioù o deus kroget gant ur gerzhadeg al lu a-hed pevar c'hilometr o achuiñ el lec'hienn en emgave an Ti-post dornet gant kadourien an Irish Republican Brotherhood, koulz Pask 1916.
Ar pennrener Michael Higgins hag ar ministr kentañ, Enda Kenny, o deus meuleudet memor ar re e karg an emsavadenn, bet kondaonet d'ar maro gant ar politikerien e Londrez ha fuzuilhet en toull-bac'h Kilmainham. Menegomp aman adarre anv ar re vrudetañ : Pearse hag en devoa disklaeriata ar Republik Frankizet Iwerzhonat, Connolly, Mc Diarmada, Plunkett, Clarke. Dek ouzhpenn a vo kaset er bord all. De Valera, abalamour d'e vroadelezh amerikanek, a zalc'ho ar vuhez.
An torfed-se en devoa "dibikouzet" kalon ar boblans, aheurtet gant feulster ar repression. Muioc'h evit 500 a dud o doa kollet ar vuhez ha muioc'h evit 20 000 den a oa bet gloazet.
Al Legestr Kreizig
la suite à découvrir dans l'édition papier
Breizh da Zont - L'Avenir de la Bretagne
Evit Breizh dizalc’h en Europa ar pobloù
Pour une Bretagne libre dans l’Europe des peuples.
Revue bimestrielle